Kenskoazell, mignoniaj ha foot 'ba Dirinonn!
Ouzhpenn 1000 c’hoarierez ha c’hoarier melldroad ‘vo war tachennoù Dirinonn ‘benn disadorn ha disul. C’hoarierezed ha c’hoarierien yaouank a deu eus ar bed a-bezh ‘vit kemer perzh ‘ba un tournamant zo bet krouet 30 vloaz 'zo. Deuet eo tournamant etrevroadel Dirinonn da vezañ ur genstrivadeg eus ar c’hentañ. Kleuboù meur a gas skipailhoù paotred yaouank ‘ba rummad 11 vloaz ha skipailhoù merc’hed 13 vloaz. Ar bloaz-mañ eo Internazionale Milano, FC Porto, Standard Liège, Benfica Lisboa, Fulham pe c’hoazh Glasgow Rangers a glasko gounit an titl ! Kleuboù bras eus Bro-C’hall ‘vel an OM, PSG pe Saint-Etienne a gaso skipailhoù evit c’hoari gant kleuboù bras Breizh ha kleuboù bihan ivez… ADN an tournamant eo meskañ an holl re yaouank-se. Mignoniaj, meskaj ha kenskoazell : sed aze lugan an tournamant zo aozet gant an AS Dirinonn.
Selaouomp Olier Kerdraon, unan eus an aozerien.